Lenn - Sellet ha Klevet

Molière e Brezhoneg ( M. Divanac'h)


akt I sc 1

Gevell

O pe buhez trist am eus ! 'c'hellan laret fur bras an henamzer : "an hini 'neus douar n'eus brezel neuze ur maleur 'deu ket morse e-unan". 'Moa nemet ur wreg ha marv eo.

Ao. Loig

Pet gwreg peuz ezhomm 'ta ?

Gevell

Marv eo, Aotrou. N'on ket evit herzel eus an taol. Leñvañ a ran bemdeiz pa soñjan enni. Trouz a save etrezomp koulskoude alies, mes ar marv 'neus skubet tout he fec'hejoù. Ur vaouez vat 'meus kollet. 'Chom ken ur verc'h din, ha poan 'meus o welet anezhi mantret, glac'haret, kaer am eus klask ober dezhi plijadur. Koll' a rin ma spered ma ne c'heller ket sikour ac'hanon da zegas anezhi sichantoc'h.
C'hwi ma nizez, c'hwi ma amezegez ha c'hwi ma gwellañ mignoned, groit din ur guzul vat bennak evit lakaat anezhi da c'hoarzhal.

"Ar garantez medisin" hervez Molière. Lakaet e brezhoneg gant Marcel Divanac'h eus Lezkon.

Peizanted : liorzherien ar bed (P.J. Helias)

An diwezhañ reuziad m'emañ paotr e rañv o c'hortoz gouzañv a zo distruj e liorzh. Rak ar beizanted ez eus outo gwir liorzherien an douar, ar re nemeto a zo mentet ouzh an douaroniezh.
Al liorzherien a loc'h kuit, gant ar mirri, ar paneroù, ar filzier hag ar c'hezeg sioul, da glask al loarioù kozh, kouezhet eus un oabl ma treser ennañ hiviziken, an hentoù da zont. An ardivinkoù ramzel a droc'h eeun e gwastell an torgennoù hag a werzs d'ar geot an istrejoù a ree an dro war o fouezh. Kantonioù penn-da-benn a ya adarre d'ar gouester hag e lec'h all labouradegoù divent a skarzh al leur evit ar bili raz, ar potojoù tredan hag ar moged melen. Lennoù a zeu war wel a-dreñv, chaoserioù taolet a-dreuz ar froudoù, lennoù e-lec'h ma tinto hebdale ouzh divskouarn tanv ar vojenn, kleier ar c'heriadennoù lonket.
Dremm ar bed a zo plastret muioc'h-muiañ. E dal ne lintr ket ken war liv kaer. Gounezet eo gant ar falsentez dre ma teu mab-den da vestr warnañ Daoust ha red eo klemm ? Nann, met Gortoz e teuyo ur gened nevez diwar gement-mañ... Perak ne rafe ket ? Ha diskenn an tok dirak ar goueriadelez kozh, hini liozherien ar bed.

Marc'h al Lorc'h, Plon, 1986 p 488

Nozvezh Nedeleg kuzh da vare an dispac'h (Youenn Drezen)

Bale a reomp da gentañ war ur gwiskad traezh gwenn, ha goude war ar bili. Pelloc'h e oa ul linennad bezhin, o verkañ betek pelec'h e pigne ar mor. Unan bennak a enaouas ul letern, evit sklêrijennañ. Kougon Galon a yae don-don dindan an douar. Rankout a rejomp pignat evel dirioù mein dourek, tremen o taoublegañ, dre ur riboul strizh, evit degouezhout en ur c'hav frank evel iliz Sant Korantin Kemper.
Un aezhenn tomm ha yen a c'hwezhe er c'hav, bep ar mare. Sardon ar mouezhioù a drouze eno evel an dour o virviñ en ur gaoter bras-mantrus. Fanolioù, istribilhet, du-mañ du-hont, ouzh ar vein, a daole en-dro dezho kurunennoù a sklêrijenn melenek ha pikous, e-pad ma chome ar gristenien en deñvalijenn.

Tre da laez, emañ an aoter, ma vo kanet an oferenn bremaik : ur maen plat diwar an aod, e traoñ ul lien bag dalc'het war stign gant roeñvoù, ha kempennet gant bodoù balan nevez-troc'het : ur baradoz dister siwazh ! dister evel kraou Bethleem da reiñ degemer da Vab Krouer ar Bed.

Pellgent Loc'h Laoual ha danevelloù all

p.25-26 emb Al Liamm 2020

Pêr-Yann, an Diaoul hag ar mousig bihan.

Er c'hantved kozh, hag emañ bev c'hoazh an envor-se war hor spered, e oa en em astennet askell zu an dienez, dizamant ha didruez, war an arvor bigouden, ha pelloc'h c'hoazh. Ken na veze ket gwall stank mui bugale ar besketourien o vont d'ar skol. Ha pa yaent ne vezent ket ingal o vont. A-boan deuet d'o eizh vloaz e ranke ul lodenn vat deusouto mont d'ar Stêr da veskañ lec'hid war lêr o zreid, evit dastum krañked gwak d'o zadoù, rak evel ma ouzoc'h, ar vouedenn wellañ da besketa leoneged, bolloged pe gwrac'hed eo ar re-mañ, ar c'hrañked gwak.
Ha ranket en doa Tudi plegañ, a-grouadur, d'al labour tenn ha divius-se, ha dre ma tiskoueze bez' ur paotrig dilui, e oa bet kemeret war ar roll gant Pêr-Yann, mestrouer ar Malamok Intron Varia B/Penhors, marilhet GV, porzh-stag ar Gelveneg.
Hag e-tro mare Pask, d'ar bloavezh-se, e oa Pêr-Yann oc'h ober ar beskerezh sardin e bae Konk hag en-dro d'an inizi. Ar sizhun a oa bet mat. Hag int deuet d'ar werzh da borzh Konk. Ar vartoloded, goude ma oa bet lodet ar sizhunvezh... a oa en em lakaet da rouliñ dre an ostalerioù. Deuet ar mare da lakaat da ouel en-dro, e failhe daou pe dri martolod. Kaer e oa klask war o lerc'h, ne gaved gour ebet deusouto. Un eizhtez bennak e taleas an traoù e-giz-se.
A-barzh fin, Per-Yann, ar mestr, aet skuizh o c'hortoz, a lâras gant hiraezh :
-"A-benn arc'hoazh e yafomp d'ar mor, mod pe vod ! Ha kentoc'h evit chom berr, e kemerin ur C'honker war ma bourzh ma failh un den !"...

Ar vuhez diamzeriet, p. 55. Emb. Al Liamm, 2020

traduction en français