Yann Guillamot : ra vo plijus paradoz ar vrezhonegerien dezhañ !

Aet eo Yann Guillamot d'an Anaon d'ar merc'her 18 a viz Even 2025.
Penn chichant ar c'honter koñchennoù a chomo ganeomp da viken. Yann Guillamot a oa brezhoneger a-vihanig. Ganet er bloavezh 1949 en deus bet ar chañs da vevañ en un endro a vrezhonegerien pa oa e dad hag e vamm labourer douar e Ploveilh e Kerne Izel.
Gwriziennoù Glazik ha Bigoudenn en doa ha deut da vezañ tamm ha tamm ur mailh war e yezh-vamm a ouie treuskas dre gomz ha dre skrid.
Digoret eo bet e zaoulagad war dalvoudegezh ar brezhoneg gant Pêr Denez, e gelenner saoznek e lise Douarnenez. Peurzesket en deus ar yezh skrivet e Brest hag e Roazhon asamblez gant e studioù war al lizheroù klasek.
War an dro en deus kelennet brezhoneg a youl vat gant Skol an Emsav er bloavezhioù 70 ha dreist -holl en deus graet ul labour divent da enrollañ brezhonegerien a-vihanig e bro C'hlazig ha Bro Vigouden.
N'eo ket koulskoude war dachenn ar c'helenn en deus graet e vicher met war labour ar c'hoad e-giz kalvez ha munuzer. Da vare start an artizanelezh en deus savet ur familh, ha daou vugel zo bet ganet.
Dam d'un troc'h en e zorn en deus ranket gounid e voued en ur mod all ha eñ kelenner e Mervent hag e Kelenn, kreizenn stummañ Diwan.
E ouiziegezh eus yezh e vro en deus sikouret kalz an deskidi a gav gras da gaout daou levr diwar e Zorn : Straed ar Sec'hedeien hag Ar Vuhez Diamzeriet. O daou embannet gant al Liamm.
Met pezh a lakao anezhañ da chom bev e kalon an holl vretoned kar-o-yezh eo al labour divent en deus sevenet da zastum teñzorioù ar brezhoneg komzet en e vro. Ouzhpenn 600 enrolladenn bet graet gantañ er bloavezhioù 70 a zo moien selaou war lec'hienn Dastum. Diwar-se en deus savet ur mell Geriaoueg bigouden-glazik a 600 pajenn ar pezh ne oa ket bet graet morse. Daoust dezhañ da vezañ paket gant ur c'hleñved didrec'hus en deus echuet e labour.
Kenavo Yann, Ha trugarez Vras evit al labour graet a servijo d'ar rummadoù brezhonegerien nevez.
D'ar merc'her 25 da 11eur hanter e Krematorium Kemper e vo laret kenavo dezhañ.
