23/03/2024 - Stal dañsoù ha rimadelloù evit ar re vihan tout, e Ploneour Lanwern

A-benn Disadorn e vo dalc'het ur stal dañsoù ha rimadelloù evit ar re vihan tout e magouri Patouille & Compagnie, e Ploneour Lanvern, etre 10eur30 hag 11eur. Dav vo deoc'h en em enskrivañ rak n'eus ket kalz a blasoù. Kanet e vo, dañset e vo ha dreistholl e vo kemeret plijadur oc'h ober e brezhoneg asambles. Ar stal-mañ a zo evit ar vugale adalek 1 bloaz betek 5 bloaz gant ho zud dre ret. E-barzh programm sizhunvezhioù ar re yaouank tout emañ.