23/03/2024 - Stal yoga gant Manu Mehu - Ploneour-Lanwern.

Evit an trede gwech en trimiziad-mañ e vo kaset ur stal yoga gant Manu Mehu. Evel boaz, e vo ret deoc'h en em enskrivañ ha koumanantiñ d'hor gevredigezh evit gellet kemer perzh. Er sal liesimplij Ploneour-Lanwern, e-kichen an ti-kêr e vo, etre 10eur30 ha kreisteiz. Digor eo d'an holl, daoust ma ne gomzit ket mat brezhoneg ha d'an dud gant o bugale, adalek 5 bloaz.
